>> Da lenn


Evit mont e darempred gant Sonia Orriger Demat d'an holl,

 

Krog e oan da labourat e brezhoneg gant bugale 2 vloaz'zo, ha kavet em boa se diaes tre.

N'on ket bet desavet e brezhoneg ha setu perak m'oa bet diaesterioù er penn kentañ . (N'anavezen kanaouenn ebet, mankout a rae ur bern gerioù din...).

Setu perak am eus bet c'hoant da sevel al lec'hienn-mañ ha kement kregiñ d'ober ul lec'hienn war ar buheziñ, kenkoulz ober unan klok a-walc'h.

Rediet on bet da grouiñ ur bern traoù evit gellout labourat diouzh ar gwellañ ha bet on o welet tud evit kaout o labour dezho.

Fellout a ra din gellout reiñ al labour-se d'ar re 'vo dedennet, ha muioc'h c'hoazh: c'hoant 'm eus bremañ da grouiñ ul lec'h evit strollañ labour tout an dud.

Setu perak e c'houlennan diganeoc'h sikour ac'hanon da glokaat al lec'hienn-mañ en ur gas din an traoù bet krouet ganeoc'h.

 

Fazioù a chomo sur :-) Ha ma'z eus tu deoc'h da gelaouiñ ac'hanon evit ma c'hellin difaziañ anezho, e vefe simpa-tre eus ho perzh.

 

Plijout a rafe din trugarekaat an dud o deus sikouret ac'hanon evit krouiñ al lec'hienn-mañ, evit gellout lakaat anezhi war ar rouedad ar buanañ ar gwellañl.

 

Gael Fontana, evit bezañ krouet ur framm-lec'hienn ken mat evidon.

 

Silvenn Koant evit bezañ roet he holl labour din (ha pebezh labour ! ) hag evit hec'h imor plijus bepred.

 

Fabris Leroy ha Tangi Oillo evit bezañ difaziet ma fazioù divalav e brezhoneg.

 

Guylaine Sergent hag a zo bet prest atav da sikour ac'hanon.

 

Erwan Denez, hag a zo alies bet evidon ur geriadur bev.

 

Setu, gweladenn vat, ha deuit e darempred ganin

 

Skolajidi Diwan Treglonou hag o deus tremenet amzer da enrollañ kanaouennoù evit al lec'hienn-mañ.

 

ps :An titouroù a c'hell cheñj, da skouer al lezennoù. Ma kavit fazioù, lavarit din diouzhtu.

 

 

Evit mont e darempred gant Sonia Orriger