Dematañ Kimiadiñ - Fichenn savet gant Silvenn Koant

 

Evit piv ?

Adalek ar re grenn er skol vamm en ur sal vras pe er maez

 

Talvoudegezh ar c'hoari

- mestroniañ an egor, an amzer, ar c'horf

- ober anaoudegezh gant ar vugale

- implijout ha ijinañ un diviz

 

Pal ar c'hoari

bezañ ar primañ evit azezañ er plas dieubet gant an eil c'hoarier

 

Mont en-dro ar c'hoari

Ur c'helc'hiad a vugale azezet war al leur nemet unan a chom en e sav en diavaez eus ar c'helc'h. Ar c'hoarier a zo en diavaez a dro tro-dro ar c'helc'hiad. Dibab a ra ur c'hoarier all en ur skeiñ war e skoaz hag en ur lavarout dezhañ " Demat Aotrou (pe Itron) " ar c'hoarier anvet a sav, a stard dorn egile en ur respont dezhañ " Demat ... " D'an ampoent-se e tro pep c'hoarier deus e du tro-dro ar c'helc'h. Pa dremenont an eil e-biou egile e rankont en em saludiñ en-dro. en ur stardañ an daouarn adarre e tivizont " Demat .... Mont a ra ... " Pa vez lavaret " Kenavo " gant unan diouto e vez respontet heñvel gant ar c'hoarier all en ur stardañ an daouarn atav ha pep c'hoarier a echu tre ar c'helc'h ha klask da vezañ an hini kentañ war ar plas a oa chomet dieub. An hini erruet gant dale a ya da zibab unan all.

 

Frazennoù da implijout

"Demat Aotrou, paotr, Itron, plac'h, "

" Mont a ra mat ganit ? mat ar jeu ganit, mat an traoù "

" Ya, mont a ra, ya, mat eo, ha ganit ? " brav eo an amzer, fall .... "

" Poent eo din mont kuit, an eur eo, ..., Kenavo "

" Kenavo, kentañ gwel, ... "

Tu 'zo da ijinañ divizoù all diwar-benn ar predoù pe prennadennoù bet graet hag all ...