Evit Piv ?
Adalek 5 bloaz
Pal ar c'hoari
Deskiń un nebeut frazennoł
Doare da c'hoari
Ober ur c'helc'had bugale roet an dorn ganto
: setu an ti.
Ur bugel, er-maez ar c'helc'h 'zo ar beajour
en deus c'hoant mont e-barzh an ti.
Pep bugel war ar c'helc'h a c'hell bezań un
nor. Ar beajour hag a dro tro-dro d'ar c'helc'h a chom a-sav a-dreńv
ur bugel. Skeiń a ra div wech war skoaz ar bugel en ur lavarout
ret : " dav, dav, dav, digor din ti bihan " Ar bugel goulennataet
a c'hell respont :
1 - " ket, ne c'hellan ket " pe
2 - " deus e-barzh ma c'hellez "
1 - Ma 'z eo bet respontet : " ket " ez a pelloc'h
ar beajour da c'houlenn digant unan all
2 - Ma 'z eo bet respontet : " ya ", en deus
ar bugel bet skoet warnań da zistagań eus ar c'helc'h ha da redek
tro-dro d'ar c'helc'h pe d'an tu kleiz pe d'an tu dehou. Ar beajour
en deus da redek en tu kontrol. An hini kentań erruet d'an nor digor
a gemer ar plas. Ma en deus klasket ar beajour ter gwech da zont
e-barzh hep dont a-benn, e vez erlec'hiet, ha roet dezhań ur c'hastiz.
Ar c'hoari a grog adarre gant ur beajour all.
*** Da ziwall e vefe distaget mat ar frazennoł
gant pephini hag ivez e vefe gortozet gant ar beajour e vefe dibabet
gantań an tu evit redek. ***
|